Kartouchenn (arm-tan)

Ue gartouchenn vodern :
1. bolod (ar vannadell) ;
2. gronn a zalc'h pep tra a-gevret ;
3. karg poulzañ, poultr kanol pe kordit da skouer ;
4. lost, a ro d'an tenner kartouchennoù ul lec'h da begañ er gronn da dennañ anezhañ eus ar gambr ur wezh tennet ;
5. emors, a laka ar garg da darzhañ.

Ur gartouchenn zo ur seurt munision a dalvez da gargañ an armoù-tan. Mont a ra d'he ober : ur garg poulzañ (poultr divoged pe boultr du peurliesañ), ur vannadell pe meur a hini (drajez, bolod), hag un emors paket e-barzh ur gronn metal, paper pe plastik, zo graet a-ratozh da vont klok e-barzh kambr ur c'hanol arm-tan. Pal ur gartouchenn zo dougen ha maneañ en un doare aes ha prim peadra da dennañ gant un arm-tan[1]. Betek fin an XIXvet kantved, ar poultr-du e oa an danvez-tarzh a veze implijet ar muiañ met kemeret eo bet e lec'h hogos dalc'hmat abaoe gant kenaozadurioù a vremañ.

Ar c'hartouchennoù zo un niver a seurtoù hag a ventoù dezhe hag a vez fardet peurliesañ da labourat evit pep a seurt armoù-tan resis. Koulskoude ez eus ivez mentoù standart anavezet en un doare etrebroadel evit kartouchennoù zo (da skouer ar 5.56 × 45mm NATO) a ro tu da ober gante gant armoù disheñvel. Bezañ zo ivez seurtoù kartouchennoù ispisial a vez savet evit kavout un efed resis, hag a vez implijet e degouezhioù 'zo hepken. Peuliesañ e vez merkoù pe livioù ispisial war ar c'hartouchennoù da sikour anavezout anezhe ha da viret na vefe implijet ar c'hartouchennoù dre zegouezh pe en un doare fall.

Gallout a reer rummata ar c'hartouchennoù hervez ar seurt emors a implijont. Hiziv an deiz emañ an emors e-kreiz ar strad pe war e zro. Gwezhall e oa seurtoù emorsoù all zo aet er-maez hiziv.

Kenderc'hel a ra ar broduerien hag an armeoù da glask sevel kartouchennoù hep gronn da zerc'hel an elfennoù a-gevret. Implijet e vez a-wezhioù meizad ar c'hartouchennoù er c'hanolierezh evel en armoù bihan. E degouezhioù all e vez dispartiet ar vannadell diouzh ar garg poulzañ.

Kartouchennoù fuzuilhoù disheñvel : (1).17 HM2 (2).17 HMR (3).22LR (4).22 Win Mag R/F.22 WMR (5).17/23 SMc (6)5mm/35 SMc (7).22 Hornet (8).223 Remington (9).223 WSSM (10) .243 Win (11).243 Win Improved (Ackley) (12).25-06 Remington (13).270 Winchester (14).308 Win (15).30-06 Springfield (16).45-70 Government (17).50-90 Sharps
  1. Sparano, Vin T. (2000). "Cartridges", The Complete Outdoors Encyclopedia. Macmillan. 37 p. ISBN 978-0-312-26722-3. 

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search